soubennargeek.wordpress.com
Splash 1 Premières gammes
Laouen e oan o welet ur raktres bannoù-treset gant PV Nova, diwar-benn ur strollad mignoned o sevel ur strollad sonerezh.Kontet eo an istor gant kalz fent, Lucien a zo lentik met plijout a ra dezhañ son taboulinoù. E vignon Camille a zo en e aes ha merc'hetaer, son a ra gitar hep bezañ sirius-tre. Klask a reont unan da son gitar-boud ha Léa an hini a zeu da sikour anezho.