Sign in

An Drouizig

@drouizig.org
91 followers 13 following 17 posts

Degas brezhoneg war an teknologiezhioù nevez abaoe 2003 #bzhg

PostsRepliesMedia
An Drouizig @drouizig.org · 31/07/2026
Peadra da gaout dudi a-pad an hañv : drouizig.org/br/peak-ha-b...
drouizig.org
PEAK ha Balatro : daou c'hoari nevez troet e brezhoneg gant modoù - Kevredigezh An Drouizig
Setu daou c’hoari-video nevez a zo bet troet e brezhoneg gant tud menet. Troet int bet e stumm modoù, da lâret eo n’eo ket troidigezhioù ofisiel neuze eo ret staliañ an droidigezh en un doare distag h...
000
An Drouizig @drouizig.org · 04/12/2025
Ur c'hoari-video nevez e brezhoneg, embannet gant TyGames... Ha n'eo ket bet troet ganeomp ! Grit anaoudegezh gant Super reaKtor, ur c'hoari leun a livioù hag a driskelloù ! drouizig.org/br/super-rea...
drouizig.org
Super reaKtor : ur c'hoari arkad leun a livioù hag a driskelloù - Kevredigezh An Drouizig
D’an 21 a viz Du e oa deuet er gouloù Super ReaKtor, ur c’hoari diorroet gant SuperSAZ Studio hag embannet gant TyGames. E brezhoneg eo bet troet ar c’hoari, ha n’eo ket ket gant An Drouizig ar wech-m...
014
An Drouizig @drouizig.org · 01/10/2025
Deiz-ha-bloaz laouen Steredenn! Dek vloaz 'zo e oa deuet er gouloù ar c'hoari-video Steredenn. E brezhoneg e oa bet troet ganeomp, penn-kentañ ur c'henlabour gant Pixelnest Studio a gendalc'h c'hoazh hiziv an deiz gant Cthuloot!
021
An Drouizig @drouizig.org · 24/09/2025
E Lesneven e Ti ar Vro Bro Leon e vimp d'ar 4 a viz Here. Deuit niverus adalek 2e goude-merenn da vrezhonekaat hoc'h urzhiataer hag ho pellgomzer !
022
Reposted by An Drouizig
Gwenn Tornoz @tornoz.oablglas.meynier.bzh · 14/07/2025
🔴 Deomp da c'hoari Cthuloot, ar c'hoari nevez troet e brezhoneg ! ▶️ twitch.tv/tornoz ▶️ twitch.tv/tornoz ▶️ twitch.tv/tornoz
074
An Drouizig @drouizig.org · 12/07/2025
Cthuloot: un nouveau jeu vidéo en breton ! Allez voler des trésor avec vos amis! drouizig.org/volez-des-tr...
074
An Drouizig @drouizig.org · 12/07/2025
Cthuloot: ur c'hoari video nevez e brezhoneg! Kit da laerez teñzorioù gant ho mignoned! drouizig.org/br/laerit-te...
187
An Drouizig @drouizig.org · 04/07/2025
Evel-just, trugarez deoc'h !
000
Reposted by An Drouizig
Damien Mayance (valryon) @dmayance.com · 04/07/2025
Ce n'est pas grand chose, certain.e.s trouveront ça futiles, mais on est contents de participer à notre échelle à la préservation de la langue bretonne. L'occasion aussi de rappeler qu'on peut commencer à apprendre en ligne avec desketa.bzh Et ce weekend Gouel Broadel ar Brezhoneg : gbb.bzh/fr/
desketa.bzh
Desketa - Apprendre le breton en ligne gratuitement
02116
An Drouizig @drouizig.org · 04/07/2025
Evit lidañ Gouel Broadel Ar Brezhoneg eo bet savet ur pakad c'hoarioù brezhonek gant Ty Games, 4 c'hoari e brezhoneg penn-da-benn evit 16€ war Steam !
143
Reposted by An Drouizig
Pixelnest Studio @pixelnest.io · 04/07/2025
Demat ! Profitez du "C'hoarioù brezhonek" bundle à l'occasion de la fête de la langue bretonne de ce week-end ! -> Une collection de jeux jouables en breton -> pour 16€ ! Un grand merci à @drouizig.org pour les traductions. 💖 store.steampowered.com/bundle/56180... #gamedev #indiegame #brezhoneg
store.steampowered.com
Save 47% on Games in Breton // C'hoarioù brezhonek on Steam
24741
Reposted by An Drouizig
Gwenn Tornoz @tornoz.oablglas.meynier.bzh · 14/04/2025
Plijout a ra deoc'h an Henaourien Veur hag an Euzh Kosmek, met ivez c'hoarzhin gant ho mignoned ha c'hoari Overcooked ? C'hoariit Cthuloot ! Diouzh ar pezh a ouzon e vo e brezhoneg a-benn nebeut 👀 #bzhg
047
An Drouizig @drouizig.org · 12/04/2025
Aterset e oa bet Gweltaz Duval-Guennoc gant an RCF evit komz diwar-benn anaouder ar vouezh. www.rcf.fr/culture/buhe...
rcf.fr
Gweltaz Gwennog-Duval, l'homme derrière la reconnaissance vocale Anaouder | Buhez
D'an 18 a viz Meurzh 2025 e oa aet ar maout gant Gweltaz Gwennog-Duval evit brezhoneger ar bloaz e-pad Prizioù 2025 e Plougerne. Aozet e oa gant Frañs 3 Breizh hag Ofis publik ar brezhoneg (Opab). 4 b...
171
An Drouizig @drouizig.org · 17/03/2025
E Landerne e vimp warc'hoazh da noz (etre 7e ha 9e noz) evit brezhonekaat hoc'h urzhiataer hag ho pellgomzer e stal SC Mirco. Nous serons à Landerneau demain soir (entre 19h et 21h) pour mettre du breton dans votre ordinateur et votre téléphone, au magasin SC Micro.
033
An Drouizig @drouizig.org · 30/01/2025
Ur c’hlavier evit ho pellgomzer hezoug ha graet evit bezañ efedus ha doujus d’ar vuhez prevez (n’eus kinnig gerioù ebet) eo Thumb-key. ⌨️ Lennit hiroc'h diwar-benn an droidigezh nevez-se ha kavit al liammoù evit pellgargañ an arload Android war hol lec'hienn 👇
drouizig.org
Thumb-key, ar c'hlavier hezoug evit ho piz-meud - Kevredigezh An Drouizig
Ur c’hlavier evit ho pellgomz hezoug ha graet evit bezañ efedus ha doujus d’ar vuhez prevez (n’eus kinnig gerioù ebet) eo Thumb-key. Gantañ e vez aes tizhout al lizherennoù implijet alies (haeziñ rag-...
021
An Drouizig @drouizig.org · 22/01/2025
Sed amañ ur brezegenn dedennus diwar-benn ar yezhoù minorelaet er c'hoarioù video dre skouer an okitaneg. Meneget e vez ar brezhoneg e-barzh ivez, evel-just!
042
An Drouizig @drouizig.org · 20/01/2025
Dre zDiscord (discord.gg/46Sqd2EGf8) e vez aozet darn vrasañ an oberiantiz. Gallout a rit ivez kas ur postel da drouizig AT drouizig PIK org en ur skrivañ ar pezh a fell deoc'h ober.
discord.gg
Join the An Drouizig Discord Server!
Check out the An Drouizig community on Discord – hang out with 20 other members and enjoy free voice and text chat.
000
An Drouizig @drouizig.org · 20/01/2025
Ezhomm zo tud evit ar sujedoù-mañ da skouer: kemer perzh er c'huzul-merañ, adlenn pe treiñ meziantoù ha c'hoarioù video, diorren ostilhoù evel an displeger pe hunspell, skrivañ pennadoù, hag a bep seurt traoù c'hoazh. Forzh peseurt live brezhoneg a vefe ganeoc'h e c'hallit kavout traoù d'ober.
000
An Drouizig @drouizig.org · 20/01/2025
Pe vefe ur raktres resis ganeoc'h pe just kurius eus penaos kas war-raok ar brezhoneg war an teknologiezhioù nevez e c'hallit dont da gomz ganeomp dre Discord : discord.gg/46Sqd2EGf8 pe c'hoazh dre bostel : drouizig AT drouizig PIK org
discord.gg
Join the An Drouizig Discord Server!
Check out the An Drouizig community on Discord – hang out with 20 other members and enjoy free voice and text chat.
100
An Drouizig @drouizig.org · 20/01/2025
An Drouizig en deus eus ezhomm ac'hanoc'h! Troidigezh, adlenn, diorren, melestradur... A bep seurt 'zo ezhomm gant skipailh An Drouizig ha n'eus ket ezhomm bezañ ur geek evit reiñ un taol sikour ha kemer perzh en avantur.
263
An Drouizig @drouizig.org · 21/10/2024
Demat d'an holl! Setu-ni, deuet omp da strobinellañ an oabl glas.
101